6ved Sul Fask


Pedenn digor

 

Doué oll-gelloudeg, reit deom, épad ar gouélioù Pask-man, ar hrès de lidein ged gred ar Hrist saùet a varù de viù : revo mistér Pask é hram sonj anehon berped biù én or buhé santél.
Dré…


Lennadenn Livr Obéroù an Apostoled.

 

An déioù-sé,
 Filip, unan ag ar Seizh,
diskennet én ur gér a vro Samari,
a embanné énno ar Hrist.
Ar pobladoù tud, oll a unan
A gredé ar péh a laré Filip
pe gleùent komz
hag a pe wélent ar burzhudoù
a oé groeit.
Paot a dud diaoulet
a vezé digabestret
doh ar speredoù fall
hag a ié kuit én ur youhal kriù.
Paot a dud peleuzet ha kamm
 a vezé eseit dehé.
Braz a oé al leùiné ér gér-sé.

An Apostoled chomet é Jéruzalem
 en-doé keùet komz
 penaos en-doé ar bro Samari dégeméret Komz Doué.
Nezé, ind a gasas dehé Pier ha Iehann.
En un arriù éno, é pedas ar ré-man eid ar Samaritaned,
 eid ma reseùeint ar Spered santél.
Rag, ne oé ket hoah diskennet àrnehé :
 badéent a oent nameid é hanù ar Salvér Jézus.
Astenn a hras Pier ha Iehann o daouorn,
 hag élsé é reseùent ar Spered Santél ar Samaritaned.

 

Chetu komz Doué.

 

Psalm 65

 

Diskan/An oll dud hag an douar, Youhet de Zoué.

Mélet an Aotrou.

 

(pé Mélam oll, lan a joé)


Youhet de Zoué, ar bed abeh
Kanet gloér é hanù
Inouret ean ha kanet é véleudi.
Laret de Zoué : « nag ho obéroù a zo doujuz ».


Diragzoh é stoui an oll dud hag an douar,
Aveidoh é kanant, hag aveid ho hanù.
Deit ha gwélet  obéroù an Aotrou Doué,
E vurhudoù a zo spontuz aveid mab-dén.


Ged ar mor é hra douar sonn
Séh an treid é treuzant ar stér.
Elsé, é ra deom lan a leùiné,
E helloud a rén de virùikén.

 

Tosteit ha kleùet, hwi oll hag a zouj an Aotrou Doué
Ha me laro deoh ar péh en-des groeit de  me inéan ;
Bennozh de Zoué a n’en-des ket pelleit me fedenn
na distroeit azohein é garanté.

 

 

Lennadenn tennet a getan lihér Sant Pier

 

Mem bredér,
Benniget santelezh ar Hrist, ar salvér én ho kalonoù.
Béet prest kaer d’en em ziwenn
Dirag an neb a houlenn genoh
ho tégas reih én arbenn
ag an Esperans a zo énnoh ;
med groeit kement-sé
ged doustér ha respet.
Ho-pet ur gousians éeun
eid ma vo tapet ho énebourion
ged ar véh
pe lareint droug ahanoh
eid ar vuhé vad a rénet én Aotrou Krist.


Rag gwelloh a véhé gouzanù
En un ober ar mad,
Mar bé volanté Doué
Kentoh eid én gober an droug.
Rag ar Hrist, ean eùé
en-des gouzanùet eid ar péhedoù,
nameid ur wezh,
ean, an Hani reizh, eid ar ré direizh
eid ma véet dégaset betag an Tad,
ean bet lakeit d’ar marù én é gorv
med rantet d’ar vuhé dré ar Spered.

Chetu komz Doué.

 


Alleluia

 

Più bennag em har a viro me homzoù,
 mé ar salvér ;
Ha me Zad er haro ha ni a zei devaton

 

Aviél ar Salvér Jézus-Krist revé Sant Iehann

 

En Amzér hont, 
Jézus a laré d’é zisipled :
« Mar me haret,
miret me hourhemennoù. 
Ha me bedo me Zad
ha ean a rei deoh ur Honfortour arall,

eid ma chomo de virùikén énnoh

ar Spered a wirioné
an hani n’hell ket boud dégeméret ged ar bed
rag ar bed n’er gwél ket
n’en anaù ket.
Mes hwi, hwi en anaùo,
Rag ma chomo genoh
ha ma vo énnoh.
N’ho laoskein ket de voud énevaded ;
Me zei devadoh.
Hoah un nebeud amzér hag ar bed n’em gwélo ket mui ;
Mes hwi, hwi men gwélo, rag ma on biù
ha hwi a viùo hwi-eùé.
An dé-sé hwi a ouio
éh on é me Zad
Hag éh oh hwi énnon
hag éh on énnoh.
An hani a reseù men gourhemennoù
Hag o héli,
Hennezh em har ;
Hag an hani em har a vo karet ged me Zad
Ha m’er haro mé eùé
Ha m’en em ziskoei dehon.

 

Pedenn àr ar provoù

 

Groeit o men Doué ma saùo betagzoh or pedennoù ged ar provoù-man  ; groeit ma veem glanet én ho madelezh ha ma veem dign de reseù sakramantoù ho karanté
Dré…


Pedenn goudé ar gomunion

 

Doué oll gelloudeg, dré ar Hrist saùet a varù de viù, hwi a hra ahanom krouédurioù eid ar vuhé peurbaduz ; lakeit de voud biuoh-biù énnom frézhioù ar sakremant Pask : kresket ennom an nerzh dré ar magadur santél hag a gas geton ar salvedigezh
Dré…