1-Ordinal an overenn

1-Ordinaire de la messe


 

 

 

 

Ci-après,

il est possible de trouver le déroulement complet de l'ordinaire de la messe

 

 

ou d'avoir les versions imprimables dans l'un ou l'autre des formats : .pdf ou.doc

 

 

 

 

 

 

Format .Pdf       Livr ar béleg

 

Format .Doc      Livr ar Béleg

 

 

Salud d'ar bobl.

 

Béleg :

 É hanù an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santél.       R/ Amen.

  

Bélég :

Revo genoh grès or Salvér ha karanté an Aotrou Doué, joé ar Spered santél

Pobl :

Revo genoh eùé

 

Dégemer ged ar béleg

 

 

Lid ar benijenn.

Béleg :

Mem breder, anaùam or péhédoù dirag Doué ha goulennam é bardon,

eid ma véem é stad de lidein an overenn santél.

 

Me anaù dirag Doué oll gelloudeg ha diragzoh, mem bredér,

em-es péhet braz dré sonj, dré gomz, dré ober ha dré vank a ober.

Rag-sé, é houlennan ged an Intron Vari berped gwerhiéz, ged an Eled ha ged an oll Sent,

ha genoh-hwi, mem bredér, pedein Doué aveidon.



Béleg :

Plijet ged Doué oll gelloudeg kemer truhé dohem, pardonein deom or péhedoù,

or has d'ar vuhé peurbaduz.           R/Amen

 

Kyrie - Kanennoù  Lid ar benijenn 

 

 

Gloér de Zoué (Kanennoù : Gloér de Zoué)

Béleg :

Ha breman, kanam gloér de Zoué.

 

Gloér de Zoué é lein an Né

ha peah àr an douar, d’an dud karet geton ;

ho melein a hram, ho trugérékad a hram, ho adorein a hram ;

inour deoh a ganam, ha mil bennozh aveid ho kloér heb par.

Aotrou Doué, Roué an néan, Doué an Tad oll gelloudeg

 

Aotrou mab unganet Salvér Jézuz, Aotrou ha Doué, oen Doué, mab an Tad,

hwi hag a lam péhed ar bed, ho pet trué dohem,

hwi hag a lam péhed ar bed, digeméret or pédenn,

hwi hag a zo azéet én tu déheu d’an Tad, ho pet trué dohem.

 

Rag hwi hebkin a zo santél,

hwi hebkin a zo mestr,

hwi hebkin a zo ihuél meurbed, Salvér Jézuz, ged ar Spered Santél,

é gloér Doué an Tad, Amen

 

 

Pédenn-digor :

 

 

Lénnadenn ketan :

 

 

Psalm

 

 

Eilved lénadenn

 

 

Alleluia

 

 

Aviél

Béleg :

An Aotrou Doué revo genoh

Pobl :

Revo genoh eùé

Béleg :

Aviél or Savér Jézus-Krist revé XXXX

Pobl :

Gloér deoh-hwi Salvér Jézus

 

Lennadenn an Aviél

 

Béleg :

Chetu komzoù Jézus, sklerdér ha gwirioné

Pobl :

Inour ha gloér de Zoué aveid é gomz santél.

 

Predeg 

 

Kredo

Béleg :

Komfortet dré gomz an Aotrou Doué é tam a gleùed, laram oll àr un dro or fé é Doué hag én é iliz

Kannennoù Krédo

 

Pédenn ar gristenion

 

Béleg

Tolpet aman de inourein ha de lidein an Aotrou Doué,

goulennam geton, ged or gérioù, ar sekour aveid ar bed abeh.

 

XX

XX

 

Béleg

Diskoeit hoah deom, Doué on Tad, ar garanté a hues én or hevér.

Deit de sekour oll ho pugalé é poénioù ar vuhé;

chelaoùet eué ar mélasionoù a hrant deoh hiziù.

Ni er goulenn genoh, dré Jézus, ar Hrist, or Salvér.     Amen

 

 

Lid ar provoù.

 

Kennig ar bara.

Revéet benniget, Aotrou Doué, krouéour ar bed abèh,

Rag en ho larganté é ret deom ar bara-man a gennigam deoh,

Fréh an douar ha fréh labour ar vuhé.

Pobl :  Bennozh de Zoué ha mélasion a oll viskoah de viruikén.

 

Kennig ar gwin.

A vouéh izél:

Dré vistér an deur-man lakeit ér gwin, revéem lodeg é natur douéel

An Hani en-des prézet kemér on natur dénel.

 

Revéet benniget, Aotrou Doué, krouéour ar bed abèh,

Rag en ho larganté é ret deom ar gwin-man a gennigam deoh,

Fréh ar winienn ha fréh labour mabden ;

Doned a hrei de voud aveidom ur vammenn a vuhé.

Pobl :  Bennozh de Zoué ha mélasion, a oll viskoah de viruikén.

 

A vouéh izél

Ged ur galon izél ha glaharet,

é houlennam genoh, Aotrou Doué, on dégemér.

Lakeit or sakrifis de seùel betagzoh hiziù

ha groeit ma plijo deoh.

 

Golhet-mé, o men Doué, a beb kousiadur

ha glañeeit-mé a me féhedeou.

 

 

Pedenn àr ar provoù.

Beleg :

Pedam mem breder, ma plijo de Zoué an Tad dégemér ar sakrifis a gennigam oll àr un dro.

         R/ : Aveid gloér é hanù santél ha salvedigezh ar bed abèh

 

Pedenn àr ar provoù.

 

Préfas

Béleg

An Aotrou Doué genoh

Pobl :

Revo genoh eùé

Béleg :

Saùam or halonoù

Pobl :

Saùet int tréma Doué

Béleg :

Mélam Doué an Aotrou

Pobl :

Un dra just ha santél

 

Préfas

 

Santél

Santél, santél, santél, an Aotrou Doué Mestr ar bed !

Lan é ged ho kloér an né hag an douar ! Hosanna é lein an né !

Revo benniget an hani a za é hanù an Aotrou Doué !

Hosanna é lein an né !

 

Pedenn-Veur

Lid Saù Korv Doué

 

Goudé saù korv Doué

 

Pedenn goudé ar Gonsékrasion

 

 

On tad

Béleg

Èl m'on es désket ged or Salvér    

 ha hrevé é hourhemenn é kredam lared :

 

On tad a zo én néañv ho hanù revo santéleit,

ho rouantelezh digaset deom,

ho vennanté revo groeit àr an douar èl én néan.

Reit deom hiziù or bara pamdieg,

pardonet deom or péhedoù, él ma pardonam d’ar ré en-des péhet dohem,

pelleit azohem luskoù ar fallanté,

ha diwallet-ni doh an droug.

 

Plijet genoh, Aotrou Doué, pellad an droug azohem

Ha rein deom ar peah ér bed-man.

 

Eid ma veem, dré sekour ho madelezh,

Distag berped doh ar péhed ha goarantet doh peb trebill,

ni hag a horto eurusted ar baradouiz

ha distro or Salvér Jézus-Krist

Pobl :

Deoh hwi, o Roué an Néañv hag an douar, gloér ha gelloud berped

Deoh-hwi ar Rouantelezh, deoh-hwi gelloud ha gloér, a oll viskoazh de virùikén

 

 

Ar peah

Salvér Jézus-Krist, Hwi a-hues laret d’ho Apostoled

« Ar peah a leskan genoh, me feah a ran deoh »,

ne sellet ket doh or péhedoù, med doh fé ho iliz ;

plijet genoh, revé ho volanté, rein dehi ar peah hag é unanein,

Hwi hag a viù hag a rén a oll viskoah de viruikén.                          Amen

 

Revo peah an Aotrou Krist, berped én ho kalon

Pobl  Biùam é peah oll étrézom, ér garanté

 

Bélég

Bredér ha hoérézed, é karanté Doué, groam an eil d'égilé ur merch a beah.

 

 

Oén Doué

 

 

Pedenn ér-raog ar Gomunion

 

Korv ha Goèd or Salvér Jézus-Krist, keijet aman,

de rein deom, dré ar Gomunion, ar vuhé peurbaduz.

 

 

Salvér Jézus-Krist, Mab an Doué biù,

Hwi zo deit revé volanté ho Tad ha ged nerh ar Spered Santél,

de rein dré ho marù ar vuhé d’ar bed ;

plijet genoh, dré ho Korv hag ho Koèd sakret,

me glañnad a me oll fallanté ha me houarn doh an droug.

Groeit ma talhein a greiz me halon d’ho kourhemennoù

ha n’em lesket biruikén d’en em zisparti azohoh.

 

 

Salvér Jézus-Krist, pe ian de reseù ho Korv hag ho Koèd santél,

ne sellet ket doh me féhedoù med kentoh, dré ho madelezh,

groeit ma talvo ar gomunion-man d’em diùenn korv hag iné,

ha de rein dein salvedigeh

 

Euruz ar ré a zo galùet de bred santél or Salvér.

Chetu Oén Doué, an hani a lam péhed ar bed

Pobl :

Men Doué, ne veritan ket ma téet ém halon,

Med laret ur gomz hebkén hag é vo éseit dein.

 

Korv or Salvér d’em gouarn eid ar vuhé beurbaduz.

Goèd or Salvér d’em gouarn eid ar vuhé beurbaduz.

 

Ar gomunion

 

En ur rein an osti :

Korv ar Salvér             R/Amen

 

  

Pédenn goudé ar gomunion :

 

 

Kemennoù. (Annonces)

 

  

Bennoh de Zoué

Béleg

An Aotrou Doué revo genoh

Pobl :

Revo genoh eùé

 

 

Béleg

Doué oll-gelloudeg d’ho pennigein,

an Tad, ar Mab hag ar Spered Santél

Pobl :

Amen

 

Béleg :

Kerhet é peah ar Salvér

Pobl :

Bennozh de Zoué