Eilved Sul Fask

Pedenn de zigor


Doué a druhédigezh divent, dégas a hret buhé  de fé ho pobl dré Houélioù Pask ; lakeit de greskein énnom ho krès eid ma helléem kompren muioh-mui ged pésort badéent éh om bet glañet, ged pésort Spered éh om bet adganet ha ged pésort goèd éh om bet dasprénet.
Dré…

 

 

Lennadenn Lihér Obéroù an Apostoled

 

E Jéruzalem, dré zaouorn an Apostoled, éleizh a sinoù hag a vurhudoù é vezé groeit émesk ar bobl
Oll ar ré a gredent, a chomé unanet édan dor-dal Salomon.
Dén ebet ne venné moned geté ha neoah ar bobl ho meulé.
Muioh mui é kreské an dud o-doé fé én Aotrou.
Doned a hrent de zégas ar ré klañv àr ar plasennoù, én o lalaad àr wéléoù pé àr hravahioù. Elsé, pe basé Pier, é gronné é skeud d’an eil pé d'égilé.
Rédeg a hré un bern tud ag ar hérioù tost de Jéruzalem, ha geté tud klañv pé dud goalgaset ged droug-spederoù.
Hag ésad a hré peb unan.

 

 

Psalm 117


Mélet an Aotrou Doué, ean a zo mad !
Peurbaduz é é garanté.


Ya !  Laret ti Izrael :
Peurbaduz é é garanté
Ya !  laret ti Aaron :
Peurbaduz é é garanté
Ya !  laret ar ré a zouj an Aotrou Doué :
Peurbaduz é é garanté.


(Burtelleit on bet ha lakeit de gouéh
Med an Aotrou Doué  en-des men diwennet.
Me nerzh ha me han é an Aotrou Doué;
Ar salvedigezh é aveidon-mé.
Youhadennoù a joé hag a viktoér
Edan teltennioù ar just.)

 

Ar maen en-des dilézet ar saùerion-tiér
A zo deit de voud ar maen-sôl :
Obérenn an Aotrou Doué é,
Ar burzhud édan on daoùlagad.
Chetu an dé en-des krouéet an Aotrou Doué
Revo aveidom dé a houil hag a leùiné.

 

Reit, Aotrou Doué, reit deom ho salvedigezh

Reit, Aotrou Doué, reit deom ar viktoér.

Revo benniget é hanù an Aotrou Doué an Hani a za !

E ti an Aotrou Doué,

Ho pennigein a hram !

An Aotrou Doué a zégas é sklerdér àrnom

 

Pennad tennet a Livr Apokalips Sant Iehann


Mé, Iehann, ho preur hag ho kensort én drubilh, ér rouantelezh hag ér basianted é Jézus, mé a oé én Enez Patmos én arbenn a gomz an Aotrou Doué hag a destoni Jézus.

Dé an Aotrou Doué, éh on bet tapet é spered ha kleùet em-es àrdran kein dein ur voéh kriù hanval doh trouz un drompilh.
Hi a laré :
« Ar péh a wélet, skriùet ean én ul livr ha kaset ean d’ar seizh Iliz : é Efès, Smirn, Pergam, Tyatir, Sardes, Filidelfi ha Laodisé ».
En un zistroien, sellet em-es petra a oé ar voéh-sé hag a gomzé dohein.
Elsé, gwélet em-es seizh kantulér aour hag én o hreiz, un dén a hellé boud ur Mab-dén gwisket ged ur saé hir, ur gouriz aour doh é vruched.
P’em-es ean gwélet, me gouéhas èl pe vehen marù, étal é dreid.
Mes ean a lakas é zorn deheù àrnon én ul lared :
« Ne zoujet ket.
Me zo an Hani ketan hag an Hani devéhan hag an Hani biù ;
Marù a oen ha chetu mé biù de virùikén ;
Genein éma alwéioù ar marù hag an ihuernioù.
Skriùet ar péh ho-pes gwélet, ar péh a zo, hag ar péh a zégouého goudé-sé. »

 

Chetu komzoù Jézus

 


Alleluia.


Tomas « Rag ma ho-pes men gwélet, ho-pes kredet, emé ar Salvér
Euruz ar ré n’o-des ket gwélet hag en-des kredet. »

 


Aviél or Salvér Jézus-Krist revé Sant Iehann


Goudé marù Jézus,
d’an anderù-noz ag ar hetan dé ag ar suhun, èl ma oé cherret an norioù
él léh ma oé tolpet an apostoled,
 ged an aon ag ar Juifed,
deit Jézus én o hreiz,
hag a  lar dehé :
« Ar peah revo genoh !
Ha goudé boud laret ar homzoù-sé, ean a zisko dehé é zaouorn hag é gosté.
Braz a poé leùiné an disipled é wéled ar Salvér.
Ean a lar dehé un eil gwezh :
« Ar peah revo genoh !
El m’en-des me haset an Tad, mé eùé me ho kas de me zro. »
Arlerh ar homzoù-sé, é hwéh àrnehé  hag a lar dehé :
« Reseùet ar Spered
Pardonet a vo ar péhedoù
d’ar ré ma ho po int pardonet
ha dalhet a veint
d’ar ré ma ho po int dalhet.


Neoah, Tomas hanùet Didim (de lared gevel), unan ag an daouzeg, ne oé ket geté a pe oé deit Jézus. An disipled arall a lar enta dehon :
« Gwélet on-es ar mestr ».
Mes ean a reskond :
« Ma ne wélan ket én é zaouorn merch an tachoù,
ha ma ne lakan ket mem biz é léh an tachoù,
ha ma ne lakan ket men dorn én é gosté, ne gredein ket. »

Eizh dé àrlerh,
éh oé hoah an disipled ér mem léh
ha Tomas geté.
Jézus a za,
deusto ma oé cherret an norioù,
 en em laka én o hreiz
hag a lar :
« Ar peah revo genoh ».
Ha goudé é lar de Tomas :
« Tomas, lakeit ho piz aman  ha sellet men daouorn ; dégaset ho torn ha lakeit ean é me hosté ha ne veh mui diskredik,
Mes dén a fé ».
Tomas a reskond hag a lar dehon :
« Me Salvér ha men Doué ! ».
Jézus a lar dehon :
« Rag ma ho-pes men gwélet, ho-pes kredet.
Euruz ar ré n’o-des ket gwélet hag en-des kredet. »

Jézus a hras dirag é zisipled éleizh a vurhudoù arall
ha nen dint ket bet skriùet él livr-man.
Mes ar ré-man a zo bet skriùet
aveid ma kredéet éma Jézus Mab Doué,
ha ma ho-po, é kredein, ar vuhé dré é hanù.

 


Pedenn àr ar provoù.


Dégeméret ged madelezh, Aotrou Doué, provoù ho pugalé ha provoù ar ré a za de adganein ér Hrist ; deit éndro d’ar vuhé dré ar fé hag ar badéent, groeit ma teint d’an eurusted peurbaduz.
Dré…

 


Pedenn goudé ar gomunion.


Ni ho ped, Doué oll-gelloudeg ; groeit ma vo ar Mistér Pask reseùet ér gomunion-man, berped biù én or halonoù.
Dré…