3ved a Goareiz

Incomplet

 

Pedenn de zigor

 

Aotrou Doué, hwi é vamenn peb madelezh hag oll truhé a za ahanoh ; laret ho-pes penaos esaad ag ar péhéd dré ar yun, ar bedenn hag an alézon ; chelaouet diskarg or goannedigezh : anzaù a hram ur péhédoù ; ged ho pasianted, laket-om arsaù ged karanté.

Dré Jézus-Krist ho Mab, or Salvér hag on Doué, a viù genoh ha ged ar Spered santél, a oll viskoah de viruikén.

 

 

Livr an Divroerezh (Ex 20, 1-17)

 

Ár ar Mané Sinai, Doué a laras ar gérioù-man : "me zo an Aotrou, ho Toué, mem-es ho tennet a vro Ejipt, a ti ar sklavaj. N'ho po ket doué arall nameidon. Ne hreèt ket idol ebet, na skeudenn ebet ag ar péh a zo abarh an néañv, pé d'an dias àr an douar, pé ér mor édan an douar.

Ne stouieèt ket dirag ar falz douéioù-sé d'o adorein. Rag mé, an Aotrou ho Toué, éh on un Doué évius ; ged ré ag a tro kein dein, kastiein a hran péhed an tadoù àr ar vugalé, betag an drived hag ar pewarved rummad. Med an dud a gar ahanon hag a héli me gourhemennoù, a viran arnehé me madelezh betag ar milved rummad.

Ne lareèt ket hanù an Aotrou Doué eid gober fall, rag ea Aotrou ne laosko ket heb boud kastiet an hani a lar é hanù eid gober fall

Hwi a hrei a eueh ar sabat un deueh santél. Epad hwéh dé, hwi a labouro ha hwi a hrei oll ho obéroù. Med ar seihved dé a zo un dé a zichuéh, sabat én inour d'an Aotrou Doué : ne hreèt ket labour ebet, na hwi, nag ho paotr, nag ho merh, nag ho mevel, nag ho matèh, nag ho loned, nag an dén a-vèz-vro a zo é chom genoh. Rag, hwéh dé en-des laket an Aotrou Doué d'obér an néañv, an douar, ar mor hag an oll a zo enné, med chomet é de zichuéh ar seived dé. Abalamor, an Aotrou Doué en-des béniget dé ar sabat, ha greit anehoñ un dé santél.

Groeit inour d'ho tad hag ho mam, eid boud ur buhé hir àr an douar a ra doh an Aotrou ho Toué. Ne laheèt ket. Ne hreèt ket avoultrieh. Ne hreèt ket laeronsi. Ne zougeèt ket falz testoni éneb d'ho nésan. Ne hoanteèt ket ti ho nésan. Ne hoanteèt ket gwrég ho nésan, nag é vevel, nag é vatèh, nag é éjon, nag é azen, na sort ebet a draoù a zo dehoñ.

 

 

Youhadenn

Gloér deoh-hwi furnéz an Doué biù ! Gloér deoh-hwi Salvér Jézus !

Mélet ar Hrist an Aotrou, ennon éma é chom landed an natur Doué.

 

 

Aviél revé sant Iehann (Jn 2, 13-22)

 

Tost a oé gouélioù Pask aveid ar Juifed, ha Jézuz a yas de Jérusalem. Kavein a hras én Tampl gwerherioñ éhen, deved ha klomed,  ha trokerioñ argand.

Goudé bout groeit ur foued ged kerdad, ean o skarhas oll ér méz ag an Tampl, ged o zeved hag o éhen. Ean  a streùas  àr an douar  argand an drokerioñ, a ziskaras o zaolioù, hag a laras d'ar ré a werhé klomed : Lammet an traoù-sé ag àr lèh-man. Ne hret ket a di me Zad un ti marhad."

Doned a hras chonj neuzé d'é zisipled a girioù ar Skritur Santél : Doujans ho Ti a vurtella me haloñ.

Ar Juifed neuzé en atersas : Dré bé merch é tiskoet deom é hellet gobér kement-sé ? Jézuz a respondas : Dismantret an Tampl-man, ha mé, é korv tri dé, m'er saùo a neùé.

Ar Juifed a lar neuzé : hwéh vlé ha daou-ugent zo bet rekis aveid  seùel an Tampl, ha hwi, é korv tri dé, hwi er saùehé a neùé ? Mes Jézuz a gomzé a Dampl é Gorv.

Pe oé bet enta saùet Jézuz a varù de viù, é tas chonj d'é zisipled en doé laret kement sé. Ind a gredas stert é komzoù ar Broféted, hag ér gomzoù en doé laret Jézuz. Rag ma oé é Jéruzalem eid gouil Pask, paot a dud a gredas ennon, én ur gwéled ar sinioù e hré. Met Jézus ne gredé ket enné, rag eañ o anùé. Jézus en-devoé ket afér a test ebet àr an dén : eañ a anaùé ar peh a zo é peb dén.

 

Pedenn àr ar provoù.

 

Dré er sakrifis-man, Aotrou-Doué, plijet genoh ha ged ho madelezh ma vo énnom gwir volanté de bardonein d'or bredér, pegwir é pedam aveid kaouid pardon or péhedoù.

Dré Jézus-Krist or Salvér

 

Pedenn de achiù.

 

Reseùet on-es, Aotrou Doué un arrèz ag an néañv, é tébrein àr an douar-man bara ar rouantelezh. Ho pedein a hram hoah ur wézh : lakeit de voud biù én or buhé ar péh a zo bet groeit énnom ged sakramant santél an overenn.

Dré Jézus-Krist or Salvér