Préfas ar Hrist-Roué


E gwirioné, Tad Santél, Doué oll-gelloudeg ha peurbaduz,
un dra just ha déliet é ho trugérékad
é peb léh hag é peb amzér,
 

Hwi hag e-hues sakret Béleg peurbaduz ha Roué ar bed,
ho Mab unganet Jézus-Krist, on Aotrou,
eid ma hellehé en em gennig àr aotér ar Groéz,
provadenn divlamm ha peahuz,
aveid salvedigezh an dud ;
ha ma hellehé eùé,
goudé boud pléget an oll draoù krouéet édan é vestroni,
lakad étré ho taouorn, Doué a oll vrasted,
ur rouantelezh peurbaduz :
rouantelezh ar Wirioné hag ar Santelezh
rouantelezh ar Justis, ar Peah, ar Garanté.



Rag-sé, unanet ged an Eled hag an Arhéled
ha ged oll Speredoù gelloudeg an Néañv,
é kanam mélasion d'ho kloér én ul lared de virùikén.
Santél