5ved Sul a Hoareiz

 

Pedenn de zigor

 

Reit deom ar hrès, Aotrou Doué, de viùein lan a joé revé karanté ar Hrist en-des reit é vuhé dré garanté aveid ar bed abeh.
Dré Jézus…

 

 

 

Lennadenn livr ar profet Izai.

 

Elsé é komz an Aotrou Doué, an hani en-des digoret un hent é kreiz ar mor,
ur vinojenn émesk an deur gelloudeg,
an hani en-des kaset d’an emgann kirri ha ronsed,
bagadoù ha brezélerion nerhuz ;
chetu émant oll astennet ha ne saùint ket mui jamès ;
de goll émant oeit, losket èl ur holaouenn.
Lared a hra an Aotrou Doué :
Ne zalhet ket mui sonj ag an amzér a-wézharall,
ne sonjet ket kén ag an traoù treménet.
Chetu, éh on é ober un dra neùé, :
kellidein a hra dija, ha n’hé gwélet ket ?
Ya, éh an de lakad de bas un hent é kreiz an dézerh,
stérioù braz én douar goalséh.
Al loned gouiù a ranto gloér dein : chakaled ha lotrused,
rag em-bo laket an deur de rédeg én dézerh,
stérioù braz én douar goalséh,
aveid torrein ar séhed de me fobl, an hani em-es choéjet.
Ar bobl-sé, em-es krouéet, a gano hoah me mélasion

 

Chetu komz Doué

 


Psalm 125


Traoù kaer en-des groeit deom an Hani zo ihuél.

 

P’en-des Doué kaset d’ar gér an dud divroet de Sion
É kredem boud é hunvréal
Hoarhein a hrem a galon
Ne oé nameid youhadennoù genom.
 

Oll an dud a lavaré :
« Na kaerèt burhud ar Salvér ! »
Ya, traou kaer en-des groeit an Aotrou Doué aveidom.
Eh oem é leùiné !
 

Digaset d’ar gér, o men Doué, on tud prizoniet,
Èl an deur a rid dré an dézerh.
An hani a had én ur skuill daroù
A hrei an est én ur ganal !
 
Moned, moned a hra én ur ouilein,
Pe daol an had àr an douar.
Doned, doned a hra lan a joé,
Pe zegas fechad guénéh d’ar gér

 

 

Lennadenn lihér Sant Paol d’ar Filipianed.

 

Mem bredér,
Ar péh em-boé gwézharall,
o selled a hran èl traoù kollet
é kevér ar mad ihuellan:
anaùedigezh ar Hrist-Jézus, me Salvér.
Én arben anehon, kollet em-es oll me zraoù, ha m’o sell èl lousteri.
Elsé, me hounido ur profit hebkén, ar Hrist,
hag énnon é vein anaùet èl just ged an Aotrou Doué,
nepas revé justis lézenn Moiz,
med revé an hani a za ag ar fé ér Hrist, ar justis revé Doué, harpet doh ar fé.
Ar péh a gont aveidon-mé é anaù ar Hrist,
santein gelloud é adsaù a varù de viù ha boud lodeg é poénioù é Basion,
én ur zoned de voud hanval dohton én é varù
én ur hortoz de seùel a varù de viù.
Neoah, n’em-es ket hoah kavet an dra-sé,
nen don ket hoah arriùet de voud disi,
med kendalh a hran de grogein ennon,
rag éh on bet mé kroget ged ar Hrist Jézus.
Mem bredér, ne gavan ket genein em-es hoah kroget énnon.
Un dra hebkén a gont : én un ankouéhaad ar péh a zo àrdran dein,
hag én ur voned araog,
rédeg a hran betag ar pal, de lared é : krogein ér priz grateit ged Doué
ha kavouid ar Hrist-Jézus.

 

Chetu komz Doué.

 

 

 

 

Youhadenn

 

Breman, emé ar Aotrou Doué, deit éndro dein a greiz kalon, rag éh on tinér ha truhéuz.

 

 

 

Aviél Jézus-Krist revé Sant Iehann


Jézus a ias àr ar mané Olived.
De holeù dé, Jézus a zas éndro d’an tampl ha rah ar bobl a ridé devaton. Ean a azéas hag a bredegas dehé.
Med ar skribed hag ar farizianed a zégas dehon ur vouéz kavet é ober avoultriezh. Ind hé lakas é kreiz hag a laras dehon :
« Mestr, ar vouéz-man a zo bet kavet é ober avoultriezh.
Hama, én é lézenn, Moiz a hourhemén deom labéein ar sort tud-sé.
Ha hwi, petra a laret hwi diàr gement-sé ? »


Komz a hrent elsé eid kaved krog àrnehon ha gellein er haréein.
Nezé, Jézus, én ur soublein, a skriù ged é viz àr an douar. Neoah, èl ma talhent d’en aters, ean a saùas ha laras dehé :
« an hani ahanoh a zo heb péhed, taolet geti ar hetan mén. »
Ha ean a soubl hoah éndro hag a skriù àr an douar. Med, doh er hleùed, ind a ias ér méz unan àrlerh an all, ar gozhan ar hetan ; ha Jézus a chom é unan ged ar vouéz a oé é kreiz an dachenn.
Nezé Jézus en em saù hag a lar dehi :
« Mouéz, menn éma ar ré a daolé ar garé àrnoh ?
Hanni n’en-des ho kondañet ?
-Hanni, Aotrou, émé hi.
-Na mé na ket, n’ho kondañein, a laras Jézus ; ké ha ne béhet ket mui én amzér de zoned. ».

 


Pedenn àr ar provoù.


Doué oll-gelloudeg, chelaouet pedenn ho serviterion ;
 hwi hag en-des reit dehé ar fé gristén
groeit ma veint glañet ged sakrifis ho puhé

Dré Jézus…

 

 

Pedenn goudé ar gomunion.

 

Pédam an Aotrou Doué
Reit deom, Doué oll-gelloudeg,
boud lodeg de viruiken ged izili ar Hrist,
ni hag a reseù é gorv hag é hoed é sakremant ar gomunion.

Dré Jézus…