5ved a Hoareiz

 

Pédenn-digor :

 

Pédam an Aotrou Doué,

Aotrou Doué, ni ho ped ma helléhem, ged ho krès,

rein ged leùiné, karanté ar Hrist,

eañ hag en-des reit ged karanté é vuhé aveid ar bed abèh.

Dré Jézus-Krsit...

 

Kentél tennet a Livr Ezékiel (Ez 37, 12-14) :

 

Elsé é komz an Aotrou Doué : Me zigoro ho péioù, ha m’ho tenno ér mêz, ô me fobl, ha m’ho tégaso de zouar Israël.

Hwi a ouio éh on ar Salvér, p’em-bo digoret ho péioù hag ho tennet ér mêz, ô me fobl !

Me lakei me spered énnoh ha hwi a viùo; m’ho lakei àr ho touar ha hwi a ouio éh on ar Salvér ; el laret em-es ha m’er groei.

 

Psalm 129

 

R/ Ged ar Salvér éma ar hrès, ar frankiz aveid mad.

 

Ag an toull don é saùan mem bouéh

Men Doué chelaoùet mé !

Plijet genoh me chelaoù

Ha kleùed me fedenn.

 

Doh an évroù mar sellet perwéh

Più, Salvér, ’vo kavet dibéh

Mez, hwi zo lan a drué

É kevér an hani en-des doujans.

 

Me espér ar Salvér a greiz me halon ;

Me espér, hag a hortoz é gomz.

Gortoz a hra me énéan ar Salvér

Muioh eid ar gédour é spial ar goloù-dé.

 

Ya, ged ar Salvér éma ar garanté ;

Geton é veèm oll salvet.

Eañ é a bardono Israël

Ag oll hé féhedoù.

 

Eilved lénadenn

 

Pennad tennet a lizhér Sant Paol Apostol d'Ar Roméned (Rm 8, 8-11)

Breudér, édan mestroni ar horv n’hellér ket plijein de Zoué. Hama, hwi, n’en-doh ket hwi édan mestroni ar horv, mez édan kani ar Spered, pen-dé-gwir éma Spered an Aotrou Doué énnoh. An hani n’en-des ket énnon Spered ar Hrist a viù heb ar Spered. Mez, m’ en-dé ar Hrist énnoh, kaer en-devo ho korv boud gloestret d’ar marù abalamor d’ar péhed, ar Spered a zo ho puhé rag éh oh deit de voud just.

Pe vo énnoh Spered an hani hag en-des tennet Jézuz a varù de viù, an hani hag en-des reit éndro é vuhé de Jézuz a hrei eùé ar vuhé d’ho korvoù marùel dré ar Spéred hag a viù énnoh

 

 

Youhadenn

 

Gloér deoh hwi, Salvér Jézus, gloér deoh hwi. Hwi zo an Dasorh, hwi zo ar vuhé, Salvér Jézuz ! An hani a gred énnoh ne varùo ket. Gloér deoh hwi, Salvér Jézus, gloér deoh hwi.

 

Aviél revé Sant Iehann (Jn 11, 1-45)

 

Un dén a oé chomet klañv. Eañ a oé Lazar a Véthani, pennhêr Mari hag hé hoér Marth.

 Mari a zo an hani en-des skuillet ur frond hweg àr ar Salvér hag a séhas é dreid ged hé blèu. Lazar, an hani klañv, a oé é breur.

 An diù hoér enta a gasas kemenn-man de Jézuz :“Aotrou, an hani a garet a zo klañv„.

E kleùed an dra-sé, Jézuz a laras :“Nen-dé ket klañv édan merùel, mez aveid inourein an Aotrou Doué hag aveid ma vo meulet Mab an Aotrou Doué„

Jézuz a garé Marth hag hé hoér, ha Lazar eùé.

P’en-des gouiet éh oé klañv é chomas Jézuz daoù zé él léh ma oé. Neuzé é laras d’é zisipled :“Dam éndro d’ar Judé„.

 An disipled a laras dehon :“Rabbi, a neùé-so, éh oé ar Juifed é klask ho meinatad, hag éh oh breman édan moned éndro duzé ?“

 Jézuz a reskondas : ”Ha ne vehé ket splann an dé épad daoùzeg eur ? An hani a gerh épad an dé ne gouéh ket, rag éan a wél goloù ar bed-man.; mez, an hani a gerh épad an noz a gouéh, rag n’en-des ket goloù énnon„.

 Alerh ar homzoù-sé, ean a laras hoah :“Lazar, or mignon, a zo é kousket, mez éh an d’en dihun„.

 An disipled a laras neuzé :

 “Aotrou, pen dé gwir éma é kousked é vo salvet.”

 Rag sonjal a hrent éh oé Jézuz é komz ag ar housked, pe gomzé eañ ag ar marù.

 Neuzé é laras splann dehé : “Lazar a zo marù, hag én arbenn ahanoh éh on koutant mar ne oen ket aman aveid ma teèt de voud kreduz. Dam breman devadon !”

 Tomaz (é hanù a sinifi : gevell) a laras d’an disipled arall : “Dam ni eùé, ha marùam getoñ.”

 A p’arriùas Jézuz, éh oé Lazar ér bé a-houdé poar dé dija.

 El Bétani a oé tost de Jéruzalem – àrdro un hantér eur é kerhed – kalz a Juifed a oé deit de lared o gengañv de Marth ha Mari.

 A pe ouias Marth éh oé Jézuz é arriù moned a hras kentéh devadon, pe oé Mari é chom ér gér.

Marth a laras de Jézuz : « Aotrou, a pe veheh bet aman ne vehé ket bet marù mem breur. Mez gouied a hran é hrei Doué deoh oll ar péh a houlenneèt geton. »

Jézuz a laras dehi : « Ho preur a zei éndro de voud biù. »

Marth a laras neuzé : « Me oui é tei éndro de voud biù a pe saùo an oll a varù de viù, an dé devéhan. »

Jézuz a laras dehi : « Me zo mé an dasorh hag ar vuhé. Henneh a gred énnon, nag é vehé marù, a viùo ; ha kement hani a viù hag a gred énnon ne varùo ket de virùikin. Ha kredein a hret an dra-sé ? »

“ Ya, Mestr, emé-hi, me gred éh oh ar Mesi. Me gred éh oh Mab Doué hag a zo deit ér bed-man.“

 Arlerh ar homzoù-sé éh as ha laras d’hé hoér Marth a vouéh izél :“Arriù é ar Mestr; éma doh ho kortoz „

 Mari a saùas kentéh hag a yas de gaved Jézuz.

 Ne oé ket hoah arriùet d’ar pennhér. Eañ en um gavé él léh ma en-doé Marth er haved.

 Deit a oé Juifed én ti ged Mari aveid lared dehi o haranté a p’hé wélant é seùel hag é rédeg fonnabl; hé heuli a hrant é sonjal éh oé é voned de ouilein étal ar bé.

 Arriù a hras d’al léh ma oé Jézuz. Hi en em daolas kentéh doh é dreid hag a laras : « Pe veheh bet aman ne vehé ket bet marù mem breur. »

 Gwéled Mari-Madalen é ouilein ha rah an dud arall geti a oé bet un tarh-kalon aveid Jézuz.

 Jézuz a houlennas : « Emenn éma ? : « Deit ha gwélet, Aotrou » emé ind.

Jézuz, neuzé, a ouilas.

Ar Juifed a laré étrézé : « Sellet penaoz en er haré ! »

Mez ur ré anehé a laré : « Eañ hag en-des digoret daoùlagad an dall , ne hellé ket parraad Lazar a verùel ? » Jézuz glaharet a arriùas d’ar bé. Ur maen a cherré ar groh. Jézuz a laras : « Lamet ar maen. »

Marth, hoér Lazar, a laras dehoñ :

« Mez, Aotrou, fallvlazein a hra. Be zo poar dé m’en-dé marù. »

Jézuz a laras de Marth :

« N’em-es ket laret deoh é wéleèt gloér an Aotrou Doué, mar karet kredein ? »

Ar maen lamet, Jézuz a saùas é zaoùlagad trema an Néañv, hag a laras :

« Tad, ho trugarékad a hran, rag me chelaouet ho-pes. Me ouié mé reih mad éh on dalbéh chelaouet genoh. »

Komzet em-es én arbenn ag an dud a zo éndro dein eid ma kredant éma hwi hag en-des men dégaset.

Ha, eañ a laras a vouéh ihuél :

« Lazar deit ér mêz ! »

Ha kentéh, Lazar a zas ér mêz, é dreid hag é zaoùorn staget.

« Diariet eañ, emé Jézuz, aveid ma hello kerhed. »

E-leizh a Juifed deit étal Mari hag en-doé gwélet ar péh en-doé groeit Jézuz a gredas énnon.

 

Pedenn àr ar provoù.

 

Doué oll-gelloudeg, chelaouet pedenn ho serviterion ;

 hwi hag en-des reit dehé ar fé gristén

groeit ma veint glañet ged sakrifis ho puhé.

Dré Jézus Krist, or Salvér

 

Pédenn goudé ar gomunion :

 

Pédam an Aotrou Doué

Groeit deom, Doué oll-gelloudeg,

boud lodeg de viruiken ged izili ar Hrist,

ni hag a reseù é gorv hag é hoed é sakremant ar gomunion.

Dré Jézus-Krist, or Salvér